Ne bado ket atao
Alan Stivell
Ne bado ket atao 歌詞
Ar soudarded a oa gwechall
Dre an Afrik o rodal
A zo breman e-barzh hor bro
'Kraozon ha Landivizio
Hor breudeur a c'hoarzhe dec'h
Zo tec'het kuit gant an nec'h
Zo tec'het hep sonj distro
Klask labour e-maez o bro
Tec'het int holl 'trezek ar Frans
Tec'het an esperans
O c'halono 'oa c'hwero
P'o deus laret kenavo
Hag en o ziez dilezet
Moc' hoiled zo digouet
Hag embann breman divezh
Douster ar vuhez war'maez
Me lavar ha lavaro
Se ne bado ket atao
Me lavar ha lavaro
Se ne bado ket atao